Goulennaoueg Dilennadegoù 2020

En em renkiñ a ra ar c'hinnigoù-mañ en-dro da bemp ahel, anezhe diazezoù ret ur gwir bolitikerezh yezh evit ar brezhoneg :

  • mont en-dro ar gumun : ne c'hell ket bezañ eus ur gwir bolitikerezh yezh hep engouestloù fetis (da sk. ar garta « Ya d'ar brezhoneg »), nag anez lakaat en o flas ar c'hiriegezhioù hag an aozadurioù-kêr a ya gantañ,

  • ar c'helenn : diskouezañ a ra ar c'helenn divyezhek, par pe dre soubidigezh, ur gwir nerzh soutenet gant ur goulenn bras a-berzh ar familhoù ; unan eus an oberourien pennañ an heni eo hiziv an deiz, asambles gant ar c'helenn d'an oadourien, evit treizhañ ar yezh,

  • ar c'hrouadurioù hag an troskol : a-benn gwareziñ d'ar brezhoneg ar plas a zo dleet dezhañ er gevredigezh ne renk ket hennezh chom e diabarzh ar skol hepken ; ret eo kinnig ur choaj a oberiantizoù hag a zidu e brezhoneg par d'ar re e galleg,

  • ar c'henhentiñ hag ar panellerezh : en tu all d'e gas a rummad da rummad eo ret d'ar brezhoneg bevañ er vuhez foran ha bezañ lakaet war wel er servijoù publik ivez, par d'ar galleg, ha kiriegezh an ensavadurioù-kêr eo kement-se,

  • ar glad sevenadurel dizanvezel : anavezet ha gwarezet gant an UNESCO (Emglev 2003) hag UE emañ ar glad dizanvezel an eztaol war-eeun ha diazez eus dibarelezh sevenadur, yezh hag istor ur boblañs ; evel ar vevliested e-keñver an endro emañ ar glad dizanvezel lod eus liested sevenadur Mab Den, ha dleet eo deomp e wareziñ hag e gas d'ar rummadoù all, peurgetket an anvioù-lec'h hag an holl zoareoù arz disheñvel.

War live ar gumun

Ma'z oc'h dilennet, hag eñv oc'h prest da engouestlañ evit ar poentoù-mañ e-pad ho respetad :


Mont en-dro ar gumun

  1. Envel un den dave "yezh ha sevenadur Breizh" (eil-maer pe kuzulier dileuriet e karg eus ar politikerezh yezh).

  1. Envel ur gwazour-kêr evel den dave evit lakaat ar politikerezh yezh da dalvezout, gant gwir barregezhioù-treuz.

  1. Sevel ur bodad e-maes kêr e karg eus ar politikerezh yezh.

  1. Sevel ur voujedenn-gêr evit ur gwir bolitikerezh yezh en erbed d'an divyezhegezh.

  1. Karta "Ya d'ar brezhoneg" :


  1. evit ar c'humunioù n'o deus sinet ar garta c'hoazh : he sinañ ha lakaat e pleustr an oberoù politikerezh yezh termenet gant OPAB evit tizhout live I ar garta ken ac'hann diwezh ar respetad a zeu.

  1. evit ar c'humunioù o deus sinet ar garta endeo : lakaat e pleustr an oberoù politikerezh yezh termenet gant OPAB evit tizhout al live a-us ken ac'hann da ziwezh ar respetad a zeu.

  1. Ober evit ma tesko brezhoneg ar wazourien-gêr ha ma raint gantañ.

Kelenn

  1. Evit ar c'humunioù ma n'eus ket a ginnig kelenn divyezhek c'hoazh :


    1. lakaat ur c'hinnig kelenn divyezhek e plas, par pe dre soubidigezh, e-pad ar respetad a zeu,

    1. pe reiñ an treuziad-skol d'ar skolidi o chom war ar gumun ha skoliataet en ur skol zivyezhek en ur gumun all.

  1. Evit ar c'humunioù ma zo endeo ur c'hinnig kelenn divyezhek :


    1. engouestlañ, ma n'eo ket bet graet a-raok, da ledanaat ar c'helenn divyezhek war an treugad skol en e bezh er gumun,

    1. souten da ziorren ar frammoù divyezhek e plas : skoazell arc'hant, lakaat savadurioù e kerzh ar frammoù-mañ (reneveziñ tier kozh pe sevel tier nevez diouzh an ezhomm) pe kemer feurmioù an tier-skol e karg.

  1. Souten da ziorren ar c'helenn brezhoneg d'an dud e-maes skol : kentelioù-noz, stummadurioù evit an dud deuet, stummadurioù-micher...

  1. Evit kumunioù Penn ar Bed hepken : kenarc'hantaouiñ (gant kuzul departamant Penn ar Bed hag ar Rannvro) ar gwikefre da dañva d'ar brezhoneg savet gant ar c'huzul departamant hag an ensellerezh akademiezh, ha bountañ war skolioù kentañ derez ar gumun da ober gantañ.

Krouadurioù ha troskol

  1. Skoazell da arc'hantaouiñ ar c'hrouidigezh hag an diorren eus frammoù degemer divyezhek evit ar c'houadurioù ma n'eus anezhe war ar gumun.

  1. Degas ur skoazell arc'hant d'ar frammoù degemer divyezhek evit ar c'houadurioù : mont en-dro, lakaat savadurioù e kerzh ar frammoù-mañ (reneveziñ tier kozh pe sevel tier nevez diouzh an ezhomm) pe kemer feurmioù an tier e karg.

  1. Souten diorren an oberoù tañva hag astenn ar brezhonek evit ar c'houadurioù.

  1. Skoazell arc'hantaouiñ ar c'hrouidigezh hag an diorren eus kreizennoù-didu e brezhoneg.

  1. Souten diorren an oberiantizoù troskol e brezhoneg : sportoù, didu a bep seurt, sinema, teatr...

Kehentiñ ha panellerezh

  1. Lakaat e plas (pe ledanaat e pep lec'h) ha eeunaat ar panellerezh divyezhek en un doare unvan ha par (hevelep lizherennoù hag hevelep ment evit an div yezh) war ar gumun en he fezh, peurgetket pa vez nevezaet panelloù kozh pe staliet panelloù nevez : plakennoù hent, panellerezh hent dindan ar gumun, panellerezh a-blaen (war an douar), savadurioù publik, skritellañ elektronek...

  1. Ledanaat an divyezhegezh par (hevelep lizherennoù hag hevelep ment evit an div yezh) e kehentiñ ar gumun : logo ha gêr-stur, embannadurioù-kêr, kannadig, lec'hienn internet, skritellañ foran, ficherezh darvoudoù ha gouelioù, levrigoù touristelezh...

Glad sevenadurel dizanvezel

  1. Gwareziñ glad an anvioù-lec'h er gumun :


    1. o virout an anvioù-lec'h brezhoneg a zo anezhe (gant sikour an OPAB),

    1. o krouiñ anvioù-lec'h nevez, anvioù-hent peurgetket, a ra gant an anvioù a zo dija hag a zo renablet er c'hadastroù kozh pe nevezoc'h (gant sikour an OPAB), pe pa n'eus ket anv kozh ebet, a ra diouzh istor ha sevenadur Breizh,

    1. o skrivañ an anvioù-lec'h brezhoneg diouzh reolennoù an doare-skrivañ brezhonek a-vremañ.

  1. Arc'hantaouiñ ar pleustroù-arz hag ar c'hrouiñ e brezhoneg.

  1. Arc'hantaouiñ ar pleustroù-arz a denn eus sevenadur Breizh dre vras.


War al live etrekumunel

Ha prest oc'h da ober evit kas ar brezhoneg a sevenadur Breizh war-raok en ensavadurioù etrekumunel oc'h engouestlañ evit souten ar poentoù-mañ :

Politikerezh yezh


  1. Sevel ur voujedenn etrekumunel evit ur gwir bolitikerezh yezh en erbed d'an divyezhegezh.

  1. Sevel ur bodad etrekumunel e karg eus ar politikerezh yezh.

  1. Envel ur gwazour-kêr evel den dave evit lakaat ar politikerezh yezh da dalvezout, gant gwir barregezhioù-treuz.

  1. Karta "Ya d'ar brezhoneg":


  1. evit an etrekumuniezhioù n'o deus sinet ar garta c'hoazh : he sinañ ha lakaat e pleustr an oberoù politikerezh yezh termenet gant OPAB evit tizhout live I ar garta ken ac'hann diwezh ar respetad a zeu.

  1. evit an etrekumuniezhioù o deus sinet ar garta endeo : lakaat e pleustr an oberoù politikerezh yezh termenet gant OPAB evit tizhout al live a-us ken ac'hann da ziwezh ar respetad a zeu.

  1. Ober evit ma tesko brezhoneg ar wazourien etrekumuniel ha ma raint gantañ

Kelenn

  1. Ledanaat ar c'helenn divyezhek war an treugad skol a-bezh en etrekumuniezh.

  1. souten da ziorren ar frammoù divyezhek e plas : skoazell arc'hant, lakaat savadurioù e kerzh ar frammoù-mañ (reneveziñ tier kozh pe sevel tier nevez diouzh an ezhomm) pe kemer feurmioù an tier-skol e karg.

  1. Souten da ziorren ar c'helenn brezhoneg d'an dud e-maes skol : kentelioù-noz, stummadurioù evit an dud deuet, stummadurioù-micher...

Krouadurioù ha troskol

  1. Skoazell da arc'hantaouiñ ar c'hrouidigezh hag an diorren eus frammoù degemer divyezhek evit ar c'houadurioù ma n'eus anezhe en etrekumuniezh.

  1. Degas ur skoazell arc'hant d'ar frammoù degemer divyezhek evit ar c'houadurioù : mont en-dro, lakaat savadurioù e kerzh ar frammoù-mañ (reneveziñ tier kozh pe sevel tier nevez diouzh an ezhomm) pe kemer feurmioù an tier e karg.

  1. Souten diorren an oberoù tañva hag astenn ar brezhonek evit ar c'houadurioù.

  1. Souten diorren an oberiantizoù troskol e brezhoneg : sportoù, didu a bep seurt, sinema, teatr...

Kehentiñ ha panellerezh

  1. Lakaat e plas (pe ledanaat e pep lec'h) ha eeunaat ar panellerezh divyezhek en un doare unvan ha par (hevelep lizherennoù hag hevelep ment evit an div yezh) war an etrekumuniezh en e bezh, peurgetket pa vez nevezaet panelloù kozh pe staliet panelloù nevez : plakennoù hent, panellerezh hent dindan ar gumun, panellerezh a-blaen (war an douar), savadurioù publik, skritellañ elektronek...

  1. Ledanaat an divyezhegezh par (hevelep lizherennoù hag hevelep ment evit an div yezh) e kehentiñ an etrekumuniezh : logo ha gêr-stur, embannadurioù-kêr, kannadig, lec'hienn internet, skritellañ foran, ficherezh darvoudoù ha gouelioù, levrigoù touristelezh...


Créez votre site web gratuitement ! Ce site internet a été réalisé avec Webnode. Créez le votre gratuitement aujourd'hui ! Commencer