Lizher d'an dilennidi o tont

Setu al lizher kaset d'al listennoù er vro Kistreberzh evit an dillennadegoù ti-Kêr 2020

Itron, Aotroù,

En un amzer leun a spi hag a nec'h war un dro e fell d'ar gevredigezh/c'henstroll « [anv] » gervel al listenn emaoc'h e penn anezhi pe o soñjal bezañ da geñver an dilennadegoù-kêr a zeu war blas ar brezhoneg er gumun hag ar politikerezh-yezh e vo renet ganeoc'h e-pad ar respetad 2020-2026.

Kinnig a reont deoc'h eta en em engouestlañ en un doare fetis ha furmel e-keñver an oberoù renablet er roll kevret ouzh al lizher-mañ. Div lodenn ez eus anezhi, an heni gentañ o sellout ouzh ar politikerezh-kêr, an eil o tenn kentoc'h eus an intrudu a vo kemeret en etrekumuniezh.

Diskouezet o deus ar Bretonezed hag ar Vretoned a-nevez zo penaos emaint kar da sevenadur ha da yezh Breizh. Gant 65% anezho eo bet lavaret fraezh int tomm ouzh ar brezhoneg, tomm-gor an aliesañ zoken (40%), 59% a zo a-du da gaout muioc'h a vrezhoneg er servijoù publik, ha betek en tu all da 70% da gaout muioc'h a banelloù hag a gelenn e brezhoneg (orin : enklask TMO Régions/Rannvro Breizh, 2018). D'an dilennidi neuze, ha d'an dilennidi lec'hel e kentañ penn, da lakaat ar c'hoant vras-se da dalvezout e-barzh ensavadurioù ha politikerezhioù ar gumun hag an etrekumuniezh.

Ho trugarekaat a reomp da gas deomp en-dro ar c'houlennaoueg amañ kevred gant ar respontoù, dre ar munud hag gant arguzennoù ma vez tu, ho po tro da reiñ dezhi. Gallout a rimp e-giz-se reiñ keloù anezho d'hon izili, kement ha da holl elektourien ar gumun.

A greiz kalon ganeoc'h.

Créez votre site web gratuitement ! Ce site internet a été réalisé avec Webnode. Créez le votre gratuitement aujourd'hui ! Commencer